Accueil > Collège Lycée > Gargoulioù/Gargouilles

Gargoulioù/Gargouilles

jeudi 31 janvier 2019, par Myriam, sandrine

E miz an Avent omp kroget da labourat diàr-benn ar gargoulioù get ar skolidi 6vet, 5vet ha 4vet divyezhek. Perak ‘ta labourat àr an tem-mañ ? Rak un tem eo a zo liammet get an istor, an arz hag a c’hell ivez bout implijet e-pad ar c’hentelioù brezhoneg. Oc’hpenn-se hon eus bet skoazell get un animatourez ag ar gevredigezh “Les Menhirs de Monteneuf” he deus tremenet div euriad genomp.
Laoskomp ar gomz d’ar skolidi :

En décembre, nous avons commencé un travail sur les gargouilles avec les 6èmes, 5èmes et 4èmes bilingues. Pourquoi donc travailler sur ce thème ? Parce que c’est un thème où se croisent l’histoire, l’art et le breton. Nous avons en plus de cela reçu l’aide d’un animatrice de l’association “Les Menhirs de Monteneuf” qui a passé deux heures avec nous. Laissons la paroles aux élèves :
Ar re 5vet a zeskriv al labour graet e-pad an animasion.
Les 5èmes décrivent le travail fait pendant l’animation :
Ar gargoulioù
Ar gargoulioù a zo kanoù-dour a laka an dour da zinaou pell diouzh mogerioù an ilizioù. Int a servija ivez da lakaat kuit ar gwall-speredoù pell ouzh an ilizoù.
Er gentel Brezhoneg :
Get hor c’helennerez Brezhoneg hon eus labouret àr un destenn diàr-benn ar gargoulioù lec’h ma hon eus leuniet un daolenn ha goude dre strolladoù daou hon eus graet un eztaoladenn àr loened iskis…
Skwerioù :
Likorn, Lamined, Akerbetz,...
Er gentel Arzoù-kaer :
Get hor c’helennour arzoù-kaer, hon eus dibabet lodennoù loened evit krouiñ unan nevez ha goude daou-ha-daou hon eus mesket hon daou loen evit ober unan arall.
Da skwer :
Maewen ha Félicie


(Maewen)
buoc’h+marc’h+erer+naer
(Félicie)
olifant+logodenn

Les gargouilles :
Les gargouilles sont des sortes de gouttières qui permettent d’évacuer l’eau loin des murs des églises. Elles servent également à faire fuir les mauvais esprits loin des églises.
En cours de Breton :
Avec notre professeure de Breton, nous avons étudié un texte sur les gargouilles et nous avons ensuite complété un tableau puis par équipe de deux nous avons réalisé un exposé sur des animaux bizarres…
Exemple :
Licorne, Lamina, Akerbetz,…
En cours d’Art plastique :
Avec notre professeur d’art plastique, nous avons choisi des parties d’animaux pour en créer un nouveau. Ensuite, deux par deux, nous avons mélangé nos nouveaux animaux pour en créer un autre.
Par exemple :

Mado ha Bleuenn
(Mado)
tortue+tapir+souris
(Bleuenn)
aigle+lion+cochon



Ar re 6vet a zeskriv o gargoulioù
Les 6èmes décrivent leurs gargouilles :
Ma gargoul en deus divskouarn a blein ha kerniel war e benn. Gallout a ra stoufiñ dour hag e gorf en deus stumm un naer. E zaoulagad a zo bet toullet. E zivfronell o deus stumm hini ar vuoc’h ha n’en deus ket pavioù.
Ur Vuoc’h tufour-dour eo !
Etienne

Etienne a réalisé une Vache cracheuse d’eau.

Ma gargoul en deus korf, divskouarn ha moue ur marc’h ;
beg, pavioù ha fri ul leon ; blev gell sklaer. E veg a zo digor hag e vez gwelet daou zant. Ur fri bras en deus. E zaoulagad a zo digor bras ha dispourbellet. E zivskouarn a zo hir. Ma gargoul a zo ur meskaj etre ul leon hag ur marc’h, ul Leon-marc’h eo !
Arwenn

Arwenn a réalisé un Lion-cheval.

Ma gargoul e oa ur meskaj erer, pesk ha dinozaor, krouet ‘m eus un Dinesker ! Diaez e oa da labourat get ar pri peogwir e oa dourek a-walc’h ar pri hag e memes koulz solut. Plijus-tre e oa an abadenn-se peogwir o deus kemeret perzh tout ar vretoned ha tout asambles hon eus c’hoarzhet. Se en deus servijet evit ober anaoudegezh get ar re 5vet ha 4vet.
PLIJUS-TRE E OA.
Lena

Lena a réalisé un Dinoigle ( contraction de dinosaure, poisson et aigle) mais elle a surtout trouvé sympa de travailler avec les cinquièmes et les quatrièmes dans le cadre d’un projet commun.

Evit ober ma gargoul, ezhomm am eus bet lodennoù ar c’horf loened. Setu al lodennoù am boa ezhomm evit ober ma gargoul : Kof un naer, penn ur vuoc’h ha ur c’horn : setu un Naer-buoc’h ! Evit krog e oa ret ober ur voulenn. Goude e oa ret ober ur silzigenn ha kizelliñ evit ober stummoù. N’am eus ket bet kudenn ebet evit ober ma naer-buoc’h.
Hoel

Hoel a réalisé un Serpent-vache.

Ma gargoul en deus daoulagad ront, ul lost naer, blev, fri ur pemoc’h ha beg ul leon. Ma gargoul zo ur meskaj etre an naer, ur pemoc’h hag ul leon : ul Laermoc’h eo !
Liv ma gargoul zo gell. Aes eo d’ober an divskouarn.
Edwin

Edwin a réalisé un Lierchon ( contraction de lion, serpent et cochon).

Ma gargoul en deus daoulagad ront, ul lost, kof ha pavioù ar vuoc’h. Ur meskaj get an naer, ar vuoc’h hag ar pesk eo : ur Spidi eo ! Liv ma gargoul zo gell. Aes e oa d’ober divaskell ar spidi.
Yanis

Yanis a réalisé un" Spidi".

Al labour a gendalc’ho er c’hentelioù istor.
Le travail continuera dans les cours d’histoire.